Jamie Oliver

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jamie Oliver en Union Square e New York City e 2008

Jamie Oliver, bet ganet gant an anv James Trevor Oliver d'ar 27 a viz Mae 1975 e Clavering e kontelezh Essex e Bro-Saoz, a zo ur mestr keginer brudet ha lusker er Rouantelezh-Unanet, e lec'h ma 'z eo lesanvet Naked Chef (ar chef noazh). Kresket en deus e vrud betek broioù saoznek all evel ar Stadoù-Unanet.

Buhezskrid[kemmañ]

Jamie Oliver en deus bevet e yaouankiz e kêriadenn Clavering, en Essex. E gerent o doa ur preti-pub du-se. E 1989 e krouas ur strollad sonerezh ar Scarlet Division, gant Leigh Haggerwood hag a zo deuet da vezañ sonaozour abaoe.

Dizoloet e voe e 1996 gant ar broduerez skinwel Patricia Llewellyn en un teulfilm diwar-benn un Noël au ptit Normand e Londrez, e-lec'h ma laboure Jamie. Dont a reas da vezañ keginer an abadenn keginerez The Naked Chef (1998-1999) hag a reas berzh bras.

Ne zeu ket tamm ebet e lesanv "Naked Chef" (Chef Noazh) eus simplded e "aozadennoù", met eus ar fed n'en defe morse e dog keginer.

Dimeziñ a reas gant Juliette "Jools" Norton d'an 24 a viz Even 2000 ; div verc'h o deus bet, Daisy Boo ha Poppy Honey, ganet e 2002 ha 2003.

E 2003, eo bet lakaet da ezel eus ar Most Excellent Order of the British Empire.

Jamie er skinwel[kemmañ]

Brudet oe bet gant an heuliad Naked Chef war ar BBC : The Naked Chef, Return of the Naked Chef ha Happy Days with the Naked Chef.

Da c'houde eo bet war Channel Four, e-lec'h ma tiskouezas krouidigezh ha buhez ar predti Fifteen e Jamie's Kitchen (2002) ha Return to Jamie's Kitchen, ha gwirvoud ar c'hantinoù-skol e Jamie's School Dinners.

Skignet e vez e abadennoù en un daou-gugent bro bennak, er Stadoù-Unanet war ar chadenn Food Network, e Bro-C'hall war Cuisine.tv.

Embannet ez eus bet meur a levr gant rekipeoù abadennoù Oliver. Skrivañ a ra ivez kronikennoù er c'helaouennoù breizhveuriat.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]