Jacques-Nicolas Bellin

Eus Wikipedia
Bae Douarnenez, 1764
Plan de L'Isle de Gore, 1749

Jacques-Nicolas Bellin (Pariz, 1703Versailhez, 21 Meurzh 1772) a oa ur c'hartennour gall.

E 1721, da 18 vloaz, e voe anvet e Servij hidrografek ar verdeadurezh, nevez-krouet. E miz Eost 1741 e teuas da vezañ "Ijinour ar verdeadurezh" e Dalc’had kartennoù ar verdeadurezh. Diwezhatoc’h e teuas da vezañ ezel eus Akademiezh ar mor, e Pariz, hag eus ar Royal Society e Londrez.

E labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed e vuhez e tresas kartennoù a-leizh, eus kement lec’h a zo dre ar bed. Dindan e renerezh e voe graet un eil embannadur eus « Le Neptune françois », un dastumad kartennoù eus aodoù Bro-C’hall. Talvoudus-bras eo e gartennoù eus Kanada ha douaroù gall ar Bed Nevez, ha koulskoude n’eo ket bet eno gwech ebet. Reiñ a rae kartennoù da voraerien a yae du-hont ha goulenn diganto reizhañ anezho gant an dorn, diouzh an ezhomm. Pa zistroent da Vro-C’hall e laboure Bellin gant o notennoù da sevel kartennoù resisoc’h.
Brud a dapas e labour buan a-walc’h en Europa : adembannet e voe e gartennoù meur a wech en XVIIIvet kantved hag eilskrivet e voent gant kartennourien all.

Kenlabourat a reas ivez gant an Encyclopédie, un holloueziadur e 35 levrenn embannet gant Diderot ha d’Alembert, pa savas evito ur mil pennad bennak, diwar-benn ar verdeadurezh dreist-holl.

Kartennoù embannet gantañ
  • Hydrographie française (1753)
  • Carte de l'Amérique septentrionale (Kartenn eus hanternoz Amerika) (1755)
  • Le petit Atlas François. Recueil de Cartes et Plans des quatre parties du Monde (1758)
  • Petit Atlas Maritime (1764)
  • Nouvelle méthode pour apprendre la géographie (1769)
  • Description géographique du golfe de Venise et de la Morée (1771)

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean-Marc Garant. Jacques-Nicolas Bellin (1703–1722), cartographe, hydrographe, ingénieur du ministère de la Marine: sa vie, son oeuvre, sa valeur historique. Tezenn, Montréal: 1973

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.