Jacob Zuma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Jacob Gedleyihlekisa Zuma (ganet d'an 12 a viz Ebrel 1942) zo ur politikour ha prezidant Suafrika abaoe 2009.

Emezelañ a reas en ANC (African National Congress) e 1959 da 17 vloaz hag en Umkhonto we Sizwe, skourrad armet an ANC e 1962. Harzet e voe e 1963 ha kondaonet da 10 vloaz toull-bac'h e ti-kastiz Robben Island ma oa ivez Nelson Mandela. Eno e teskas lenn ha skrivañ. Dieubet e voe e 1973 ha mont a reas en harlu da Swaziland e 1975 ha da Vozambik e 1977. E 1984 ec'h eas da Lusaka (Zambia) ma oa penngarter an ANC. Pa voe lezennekaet an ANC e 1990 gant gouarnamant Frederik de Klerk e voe e-touez an harluidi kentañ o tistreiñ da Suafrika. Dont a reas da vezañ prezidant ar vro d'an 9 a viz Mae 2009.