Jack Bruce

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jack Bruce

Jack Bruce, pe John Symon Asher Bruce , ganet d'ar 14 a viz Mae 1943, zo ur soner ha kaner a Vro-Skos. Gounezet en doa bet meur a gonkour sonerezh en e yaouankiz a-raok mont da Londrez da chom. E derou ar bloaziou 60 e reas anaoudegezh gant tud evel Ginger Baker ha Mick Jagger. Aet da baotr ar gitar-boud a-benn neuze (goude bezañ bet paotr ar violonsell e krogas da seniñ bebop, blues, rhythm & blues. Goude bezañ sonet ur pennad gant ar Bluesbreakers (gant John Mayall hag Eric Clapton) ez eas da sevel ar strollad Cream, ur power trio chomet brudet-mat en istor ar sonerezh rock. Anavezet eo evit bezañ savet meleudi diazez ar ganaouenn vrudet "sunshine of your love".