Isla La Tortuga

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Isla La Tortuga, tost da aodoù Venezuela
Kartenn eus an enezenn

Isla La Tortuga zo un enezenn didud er-maez da Venezuela, unan eus inizi un aradennad a zo enni re all evel an Tortuguillas hag ar Palaquines. Eil brasañ enezenn Venezuela eo, 171 km2 dezhi, 25 km a gornôg da reter, 8 km a hanternoz da greisteiz, ha n'eus lec'h ebet enni uheloc'h eget 40 m.


Istor[kemmañ]

Dizoloet e voe e 1499 gant Alonso de Ojeda. Pa reas e eil beaj, gant Amerigo Vespucci, e voe anvet La isla La Tortuga gant Amerigo Vespucci abalamour d'ar bern baoted a oa eno.

Er XVIIvet kantved e oa pleustret al lec'h gant morlaeron. Arabat eo koulskoude droukveskañ an enezenn-mañ gant un enezenn all anvet La Tortuga e spagnoleg ivez, ha La Tortue e galleg, e-kichen Haiti.

Amañ eo bet deuet ar morlaer kembreat Henry Morgan da brientiñ e walldaolioù en arvor Venezuela .

Da gentañ e oa poblet gant Izelvroiz a labouras war-dro an holen e poulloù sec'hañ war-dro 1550. Kaset e voent kuit e 1631 gant gouarnour Cumaná a zistrujas o binvioù-labour.

Paradoz en arvar[kemmañ]

Abaoe n'eus ket bet tud o chom gwall bell eno, ha naet e vije al lec'h evit poent.
Koulskoude, hervez ar skeudennoù, ne vez ket didud atav: pesketerien a vez, ha tud pinvidik o tont gant o bigi dre dan fonnus. Kaoz zo ivez da sevel letioù, aerborzh (bras a-walc'h eo), ha stalioù evit touristed er baradozig-se. Hir o dent gant rinkined an arc'hant bras.


Liammoù[kemmañ]