Inizi Eolian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn an Inizi Eolian.

An Inizi Eolian (Isole Eolie en italianeg; Ìsuli Eoli e sikilianeg; Æoliae insulae e latin), anvet ivez Inizi Lipari, diwar anv an enezenn vrasañ, a zo un enezeg en norzh da Sikilia, e Mor Tirrenia. Dont a ra an anv diwar hini Aiolos, doue an avel. Un enezenn volkanek eo, lakaet war roll ar Glad bedel gant an UNESCO.

An inizi[kemmañ]

  • Alicudi (5,2 km² - war-dro 100 annezad a-hed ar bloaz). Anv e gregach: "Erikoússa" (Ἐρικοῦσσα).
  • Filicudi (9,7 km² - war-dro 250 annezad). Anv e gregach: "Phoinikṑdēs" (Φοινικώδης) pe "Phoinikoússa" (Φοινικοῦσσα).
  • Lipari (37,6 km² - war-dro 10.700 annezad). Anv e gregach: "Lipára" (Λιπάρα) pe "Meligounís" (Μελιγουνίς).
  • Panarea (3,4 km² - war-dro 240 annezad), gant an inizigoù Basiluzzo, Dattilo ha Lisca Bianca. Anv e gregach: "Euṑnymos" (Eὐώνυμος).
  • Salina (26,8 km² - war-dro 2.300 abitanti), gant Scoglio Faraglione. Anv e gregach: "Didỳmē" (Διδύμη).
  • Stromboli, gant enezig Strombolicchio (12,6 km² - war-dro 400 annezad). Anv e gregach: "Stronghỳlē" (Στρογγύλη).
  • Vulcano, e penn su an enezeg (21 km² - war-dro 300 annezad). Anv e gregach: "Hierá" (Ἱερά).

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.