Inis Caoil

Eus Wikipedia
Inis Caoil gwelet eus an douar-bras

Inis Caoil (Inishkeel e saozneg) zo un enezennig e gwalarn Iwerzhon, war aod kontelezh Dún na nGall.

Tost eo an enezenn d'an douar-bras, a-boan 250 m dioutañ, ha d'an daere e vez stag outañ war-bouez un erv-draezh.

Didud eo Inis Caoil bremañ met menec'h a veve eno er VIvet kantved. Chom a ra aspadennoù eus un iliz ha savadurioù all eus ar mare-se[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]