Impalaeriezh Kreizafrikan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bokassa

An impalaeriezh Kreizafrikan a voe ur vonarkiezh verrbad a gemeras plas ar Republik Kreizafrikan etre 1976 ha 1979.

Banniel impalaerel Bokassa Iañ

Disklêriet e voe an impalaeriezh gant Jean-Bédel Bokassa d'ar 4 a viz Kerzu 1976 hag eñ sakret impalaer bloaz goude e-kerzh ul lid pompadus ha koustus. D'an 20 a viz Gwengolo 1979 e voe aozet taol Barracuda gant ar servijoù kuzh gall ha distroadet Bokassa Iañ hag a oa e Libia d'ar mare-se. An deiz war-lerc'h e oa embannet fin an impalaeriezh ha distro d'ar republik gant ar prezidant David Dacko, adlakaet en e garg.