Ignacio Piñeiro
Ignacio Piñeiro zo ur soner kuban, a oa ganet d'an 21 a viz Mae 1888 e La Habana, kêr-benn ar vro, ha marvet eno e 1969. Unan eus brudetañ sonaozourien Cuba eo. 327 kanaouenn a vije bet savet gantañ.[1] Mar deo brudet evel sonero, e oa kroget evel rumbero was a black Cuban musician and composer whose career started in rumba, and flowered in the rise of the son.
Stag eo e anv ouzh hini al laz Septeto Nacional.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
Asturian e oa e dad, morianez e vamm. E 1926 edo e Sexteto Occidente María Teresa Vera ha ganto e oa aet da New York.
Pa zistroas da Guba e 1927 e krouas ar Sexteto Nacional, pe El Sexteto Nacional de Ignacio Piñeiro en e hed, a zeuas buan da vout ar Septeto Nacional pa gemeras un trompilher er strollad. Dre e anv e tiskoueze e oa ennañ sonerien a bevar c'horn ar vro, pa ne oa nemet eus ar Gêr-benn er Sexteto Habanero, savet daou vloaz a-raok. Brudet e oa al laz abalamour da sonioù nevez Ignacio ha da ampartiz ar sonerien.
Kuitaat al laz a reas Ignacio en 1935, hag an trompilher Lazaro Herrera a gemeras war e lerc'h betek 1937 pa voe divodet.
Goude-se e renas al laz Los Roncos, a rae rumba, ha skrivaén a reas evito kalzig.[2] Adalek 1954 e voe adsavet meur a wech gant Ignacio a chomas e penn betek e varv e 1969. Bev eo ar strollad atav.
Un toulladig eus oberennoù Ignacio Pineiro. [kemmañ]
- Esas no son cubanas
- Mentira
- Bardo
- No jueges con los santos.
- Las cuatro palomas.
- Noche de conga.
- Coco mai mai.
- Suavecito
- Echale salsita, skrivet e 1930, en tren da vont da Chicago. Tud zo a wel aze orin ar ger "salsa", ur ger boutin a-hend-all, met dizemglev zo; adkemeret eo bet an diskan gant George Gershwin e-barzh e Cuban overture e 1932.
- Lindo Yambu
- El Son hay que llevarlo en el corazón
- Asturias, Patria querida.
Kan broadel Asturiez [kemmañ]
Gantañ eo bet savet Asturias, patria querida, kan broadel Asturiez, savet en enor d'e dad, un Asturian anezhañ, a oa distroet da Asturiez da vervel. Hervez tud zo e vije heñvelik an ton ouzh hini ur ganaouenn kanaet gant mengleuzerien bolonat pa'z aent d'o devezh, e mengleuzioù Cuencas Mineras e Caudal hag e Mieres e deroù an XXvet kantved.