IJzertoren

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tour an IJzer, a-drek Dor ar Peoc'h.

IJzertoren (Tour an Ijzer) zo ur monumant evit ar peoc'h e kumun a-wehall Kaaskerke (e kumun Diksmuide bremañ), e proviñs Flandrez ar C'hornog (West Vlanderen), e kumun Kaaskerke (hiriv enteuzet e Diksmuide) , e Belgia, tost d'ar stêr IJzer.

An uhelañ monumant d'ar Peoc'h en Europa eo, 84 metr dezhañ. Lidet e voe an digoradur anezhañ d'ar 24 a viz Eost 1930. War un tu e lenner al lizherennoù AVV VVK, Alles Voor Vlaanderen, Vlaanderen Voor Kristus, pezh a dalv « Pep tra evit Flandrez, Flandrez evit Krist ». Ar monumant kentañ a voe distrujet e 1946. Skrivet eo ivez « Brezel biken ken » e peder yezh ofisiel ar vrezelourieon e talbenn kornôk ar Brezel-bed kentañ : nederlandeg, galleg, saozneg, alamaneg.

Ul lec'h-eñvor d'al lazhidi flamank da gentañ eo an IJzertoren. Deuet eo da vezañ ul lec'h-meur d'ar vroadelourien flamank . Bep bloaz e vez aozet ur vanifestadeg eno a-enep ar brezel hag evit emrenerezh Flandrez.

En tour ez eus ur mirdi, gouestlet d'ar peoc'h, d'ar brezel, ha d'an emsav flamank, a zo deuet da vezañ, abaoe 1998, unan eus mirdioù Rouedad Etrebroadel ar Mirdioù evit ar Peoc'h, savet gant Aozadur ar Broadoù Unanet.

Luc'hskeudennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]