Hygieia
Eus Wikipedia
Hygieia, en daolenn Medisinerezh, gant Gustav Klimt, 1901
Hygieia (Ὑγιεία) pe Hygeia (Ὑγεία) a oa merc'h d'an doue Asklepios ha d'an nimfenn Epione, ha doueez ar yec'hed hag an naetadurezh, hag ivez hini al loar. Eizh breur ha c'hoar all he devoa. Diwar hec'h anv e teu ar ger saoznek "hygiene". Tra ma rae he zad war-dro pareañ an dud klañv e rae hi war-dro o derc'hel yac'h ha pellaat ar c'hleñved diouto. .