Hohenzollern (1901-1914)

Eus Wikipedia
Al lestr Hohenzollern, Mervent Afrika alaman, 1906

Skeudennaouet eo ar vag Hohenzollern II — hini an impalaer Gwilherm II — war an timbroù gwerzhet e trevadennoù Alamagn etre 1901 hag ar Brezel-bed kentañ.

Anvet eo Kolonial-Schiffszeichnung er Chatalog Michel, pezh a dalv Tresadenn drevadennel ar vag.

Skrivet eo talvoud-gwerzh an timbr er c'hornioù en traoñ, gant moneiz Alamagn (Pfennig evit ar re vihan ha Mark evit ar re vrasañ)), war-bouez re Afrika ar Reter e roupi ha re Kiautschou (dollar Sina).

Implijet int bet er broioù a oa dindan dalc'h Alamagn betek fin ar brezel.

  • Afrika ar Reter alaman (Deutsch-Ostafrika)
  • Ginea-Nevez alaman (Deutsch-Neuguinea)
  • Inizi Karolina (Karolinen)
  • Inizi Mariana (Marianen)
  • Inizi Marshall (Marshall-Inseln)
  • Kameroun (Kamerun)
  • Kiautschou (Qingdao hiriv)
  • Mervent Afrika alaman (Deutsch-Südwestafrika)
  • Samoa
  • Togo