Hirder (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen hirder war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma c'hell ur vogalenn pe ur gensonenn bezañ distaget berr pe hir.

Ne dalvez ket an hirder da berzh fonemek e meur a yezh. E meur a yezh all avat e talvez hirder ar c'hensonennoù ha/pe ar vogalennoù da diforc'hañ etre gerioù peurheñvel a-hendall, d.s.

Hirder kensonennel:
Hungareg
berr: megy ("mont") kv. hir: meggy ("kerezenn but")
Hirder kensonennel:
Brezhoneg
berr: mell kv. hir: mel

Ral a wezh e vez kavet yezhoù implijet gante hirder ar vogalennoù hag hirder ar c'hensonennoù war un dro war al live fonemek. Ouzhpenn-se e vez levezonet silabennoù a-bezh gant efedoù an hirder mar bez anezhañ kentoc'h evit ur vogalenn pe ur gensonenn resis.

Peurliesañ, pa dalvez an hirder da diforc'hañ etre gerioù en ur yezh bennak e vez implijet daou derez pennañ, da lârete eo vogalennoù berr/plaen enebiet ouzh vogalennoù hir/hiroc'h. A-wezhoù, dre vras abalamour da abegoù istorel, e kaver ivez yezhoù implijet gante tri derez, da skouer an estoneg (berr, hir, hir-tre).

Ez-resis evit ma talvez an hirder da berzh fonemek e rankfe an holl elfennoù all eus ar gerioù diforc'et dre an hirder vogalennek pe kensonennel-se bezañ peuzheñvel. Peurliesañ avat ar fed ma vez hir pe verr ur vogalenn pe ur gonsonenn a degas ivez kemmoù all, dreist-holl evit a sell ouzh perzhioù ar vogalennoù all tro-dro pe tost oute, da skouer:

Saozneg "i"
berr: /ɪ/ kv. hir /iː/
d.s. hit ("skeiñ") kv. heat
Brezhoneg "e"
berr: /ɛ/ kv. hir: /eː/
d.s. krennañ kv. krenañ

(Notenn: N'eo ket bet merket ar friadur en treuskrivadur

Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.