Herve Porzhmoger

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn da Herve Porzhmoger

Herve Porzhmoger (war-dro 1470-1512), anavezet e galleg evel Hervé de Portzmoguer pe « de Primauguet », a oa ur c'habiten-lestr ha morlaer breizhat.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa e maner Porzhmoger, e Plouarzhel, war-dro 1470, ha mervel a reas oc'h en em gannañ war vor, dirak Beg Lokmazhe, d'an 10 a viz Eost 1512.

Kabiten al lestr La Cordelière e oa. Hennezh a oa bet paramantet gant Anna Vreizh. Lazhet e voe en emgann ouzh an amiral saoz Edward Howard.

Gouzout a reer oa bet dimezet da Jehanne de Coatmanac'h ha da Françoise de Kergoulouarn.

E 2012 e voe lidet 500vet deiz-ha-bloaz e varv.

Liamm diavaez[kemmañ]