Henriette Bro-C'hall (1609-1669)
Neuz
Ur pennad Henriette Bro-C'hall zo ivez.
Henriette Marie de France[1] (Pariz, 25 Du 1609 - Colombes, 10 Gwengolo 1669) a oa ur briñsez c'hall, deuet da vout rouanez kenseurtez Bro-Saoz.
Hec'h anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e oa Henriette diwar anv he zad, roue Bro-C'hall. Hi an hini zo kaoz da vrud an anv Henrietta e Bro-Saoz.
Diwar hec'h anv Marie eo e voe anvet Maryland.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'ar roue gall Herri IV (Bro-C'hall) ha d'e bried Maria de' Medici. Dimezet e voe e 1625 d'ar roue Charles Iañ Bro-Saoz.
Pa c'hoarvezas Dispac'h Bro-Saoz ez eas da repuiñ da Vro-C'hall gant he bugale.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv | Ganet | Marvet | Notennoù |
---|---|---|---|
Charles James, Dug Cornwall | 1629 | 1629 | Marv-ganet |
Charles II | 1630 | 1685 | Dimezet da Catarina Bragança (1638–1705) e 1663. Divugel. |
Mary, Priñsez Orange | 1631 | 1660 | Dimezet da William II, Priñs Orange (1626–1650) e 1641. Bugale. |
James II Bro-Saoz | 1633 | 1701 | Dimezet div wech: (1) Anne Hyde (1637–1671) e 1659; bugale (2) Maria di Modena (1658–1718) e 1673; bugale |
Elizabeth of England | 1650 | Marvet yaouank; divugel. Beziet e Newport, Isle of Wight | |
Anne Bro-Saoz (1637–1640) | 1637 | 1640 | Marvet yaouank; divugel. beziet e Westminster Abbey |
Catherine, Priñsez Bro-Saoz | 1639 | 1639 | Marv-ganet; beziet e Westminster Abbey. |
Henry Stuart, Dug Gloucester | 1640 | 1660 | Dizimez; divugel. Beziet e Westminster Abbey |
Henriette Bro-Saoz | 1644 | 3 1670 | Philippe Iañ, Dug Orléans (1640–1701) e 1661; bugale |