Heinersdorf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz Heinersdorf
Lec'hiadur Heinersdorf e Pankow

Heinersdorf a zo ur c'harter en arondisamant Pankow e Berlin. Tost ouzh kreiz Pankow emañ. 3,95 km² eo gorread ar c'harter, d'an 30 a viz Even 2009 e oa 6 580 annead ennañ (stankter : 1 666 annezad/km²).

Istor[kemmañ]

Kastell dour

Meneget e voe anvet Heinersdorf evit ar wech kentañ en en diell eus 1319, pa voe gwerzhet gant Waldemar (margrav Brandenburg) da Urzh hospitalourien ar spered santel. Goude-se e cheñchas perc'henn meur a wech. E 1920 e voe kendeuzet e Berlin hag e voe ul lodenn eus Pankow betek 1985 pa voe kendeuzet gant Karow, Blankenburg ha Weißensee. Adlakaet e voe an holl garterioù-se e Pankow pa vo kemmet an traoù en-dro e 2001.

Moskeenn Khadija Mosque

Diazezoù an iliz a voe savet e-tro 1300. Enni ez eus prinistri gwer livet gant Charles Crodel (1946). Brudet eo ivez kastell dour Heinersdorf, hag a voe savet e 1910. Sañset e oa da vezañ lodenn un ti-kêr ne voe biskoazh savet, implijet e voe evel tour Flak ha tour da selaou gant an Arme Ruz. Abaoe 1991 eo dilezet.

Alies e vez kaoz eus Heinersdorf er media peogwir ez eus savet divizoù pa'z eo bet savet ar voskeenn Khadija gaht izili ar gumuniezh vuzulmat Ahmadiyya.[1]

Treuzdougen[kemmañ]

Linennoù S-Bahn S2 hag S8 e ti-gar Pankow-Heinersdorf ha linenn tramway M2.

Notenn[kemmañ]

  1. Controversy on the mosque, www.dw-world.de



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.