Heavy metal
An Heavy metal (alies berraet dre an anv metal) zo un doare rock en deus emdroet e dibenn ar bloavezhioù 1960 ha derou ar bloavezioù 1970, e Bro-Saoz hag er Stadoù-Unanet pergen. Gwriziennet er blues-rock er rock bredanadel, ar strolladoù a grouas an heavy metal a ziorroas ur son pounner ha tev, a naoue dre distortion amplaet kenan, soloioù gitar padusoc'h, taboulinoù lakaet en araok, ar pezh a roe un hollad trouzus-bras. Pozioù hag abadennoù an Heavy metal a zo dre-vras kenstaget gant ar gourelezh hag an tourc'heta.
Ar strolladoù heavy metal kentañ, peurgetket Led Zeppelin, Black Sabbath ha Deep Purple, a dennas bandennedoù ledan a arvesterion, daoust ma oant burutellet start, ur blegenn boutin en doare-sonerezh-mañ. E kreiz ar bloavezhioù 70, Judas Priest a lakas an doare da emdreiñ dre lemel e levezonoù blues ; Motörhead a silas levezonoù punk rock hag a greskas tizh o sonerezh. Strolladoù ar wagenn Nevez a Heavy Metal Breizhveurek, evel Iron Maiden, a heulias un hent heñvel. A-raok dibenn an dekvloaziad en doa an Heavy Metal tennet ur moriad a faned anvet evel "metalheadoù" pe "headbangers".
Er bloavezioù 1980, e teuas ar glam metal da vout un nerzh kenwerzhel pennañ, gant strolladoù e-giz Mötley Crüe pergen. Al leurennoù underground a broduas doareoù eizhoc'h hag argadusoc'h : an thrash metal a zeuas da vout brudet gant strolladoù evel Metallica pa chomas doareoù all, an death metal pe ar black metal da skouer, en anadennoù a 'n underground. Abaoe kreiz ar bloavezioù 1990, doareoù e-giz an nevez metal, levezonet gant doareoù all e-giz ar funk, ar rap pe raloc'h, ar reggae hag ar metalcore, meskaj a vetal eizhañ gant punk hardcore, o deus astennet termenadurezh an doare-mañ
Arouezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Heavy Metal a zo peurvuiañ arouezet gant sonioù gitar disgwiet, a gant ritmoù youlek, sonioù gitar boud ha batri, hag ur c'han nerzhus. Is-doaroù ar metal a pouezh muioc'h pe nebeutoc'h war ar poentoù-se. Ar strolladoù "skouer" a zo savet gant ur soner tamboulinoù, ur soner gitar boud, ur soner gitar, hag ur c'haner, a zo bet get ur benveger. An touchennaouegoù a zo a-wechoù implijet evit kreñvat leuniadur ar son.[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Weinstein (2000), p. 25