Heñveladur (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen heñveladur (saoz.: assimilation) war tachennoù ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma c'hell kemmañ perzhioù resis ur fonem dre levezon ur fonenn all tost outañ, da skouer "amforenn" ma c'hell bezañ distaget [ɱf] e lec'h [mf] dre ma teu da vezañ distaget al lizherenn "m" gant ar gweuz izelañ o stekiñ ouzh dent krec'h kentoc'h evit gant an diweuz o stekiñ an eil ouzh eben dre levezon ar gensonenn gweuz-dent [f] a deu diouzhtu war he lerc'h.

Tennañ a ra an heñveladur kensonennoù koulz ha vogalennoù, da skouer "lavarit" > "livirit" e rannyezhoù brezhonek 'zo, pe zoken tonennoù (s.o. ivez "sandhi") ha gallout a ra bezañ skrivet pe get hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh ha hervez pep degouez resis.

Pevar doare heñveladur disheñvel ez eus:

Heñveladur a-dost
Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all tost outañ, da lâret eo stag outañ, d.s. "dek gwech" distaget "dek kwech"
Heñveladur a-bell
Kalz raloc'h. Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all pelloc'h dioutañ, d.s. henc'halleg: "cercher" /ser.ʧer/ > galleg a-vremañ "chercher" /ʃɛʁ.ʃe/ ("klask").
Heñveladur war-gil (a-zehoù da gleiz)
An doare heñveladur kavet an aliesañ e yezhoù ar bed pa vez a-dost. Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all dirazañ, d.s. brezhoneg "en-" + "penn" > "empenn" pe "mat eo" ma vez mouezhiet ar kensonenn dre serriñ divouezh [t] > [d] dirak ur vogalenn (mouezhiet atav e brezhoneg).
Heñveladur war-raok (a-gleiz da zehoù)
Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all war e lerc'h, d.s. merk al liester "-s" e saozneg "dogs" ("chas") distaget [gz] hentoc'h evit *[gs] dre levezon ar fonenn [g].

Ha bez' a c'hell bezañ levezonet n'eus forzh psuert perzh eus ur fonem, da lâret eo:

Ar vouezh: mouezhiet pe divouezhiet a c'hell bezañ ur fonem dre levezon ur sonenn all, da skouer:
Al lec'h distagañ: kemmañ a c'hell al lec'h distagañ dre levezon ur sonenn all, da skouer:
Al lec'h distagañ: kemmañ a c'hell al lec'h distagañ dre levezon ur sonenn all, da skouer staonekaet e c'hell bezañ dre levezon ur fonenn staon tost outañ.
Kendistagadurioù: ouzhpennet a c'hell bezañ ouzh perzhioù diazez ur fonemenn kendistagadurioù a eil reink, da skouer staonekaet e c'hell bezañ dre levezon ur fonenn staon tost outañ, d.s. /k/ > [ʧ] dirak [i] pe [e] e rannyezhoù brezhonek 'zo komzet e Bro-Wened.


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]