Haruna (morreder)

Eus Wikipedia
Haruna (morreder)
battlecruiser
Vessel classKongō-class battlecruiser Kemmañ
Anv ofisielHaruna Kemmañ
Anv er yezh a orin榛名 Kemmañ
Anv e kanaはるな Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Anvet diwarMount Haruna Kemmañ
OberataerMorlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
ManufacturerKawasaki Heavy Industries Ship & Offshore Structure Company Kemmañ
Lec'h produiñKobe Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel14 Kzu 1913 Kemmañ
Country of registryImpalaeriezh Japan Kemmañ
An Haruna e 1934 goude an eil adsavadenn.

Haruna (榛名) a oa ur morreder eus Morlu Impalaeriezh Japan a stourmas e-kerzh ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed. Tres ar vag a oa bet savet gant an ijinour saoz George Thurston hag an anv a oa deuet a-ziwar ar Menez Haruna. Ar pevare lestr e oa bet savet er c'hlasad morrederien Kongō, e-touez ar bigi brezel galloudusañ bet savet en ur morlu. Moret e voe an Haruna e 1912 e porzh Kawasaki e Kobe, ha lakaet e oa er servij e 1915 er memes devezh hag ar C'hirishima, ur vag gevell. Haruna a oa bet oc'h evezhiañ arvorioù Sina e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. E-pad ur c'hourdonadeg kanoliañ e 1920, e oa bet un darzhadenn ha tarzhet ur pezh-kanol, ha labezet tri all. Seizh den a oa marvet.

E 1945, an Haruna a oa bet kaset da vazenn morlu Kure. Eno e voe distrujet e-kerzh ur vombezadeg gant kirri-nij an Task Force 38 d'an 28 a viz Gouhere 1945.