Hartland Point

Eus Wikipedia
Tour tan Hartland Point, en hanternoz Devon, e Bro-Saoz. Dirazañ emañ Enez Lundy

Hartland Point zo ur beg-douar 99 m uhelder en gwalarn Devon, e Bro-Saoz, war aod Mor Havren. 5 km zo alese da Hartland, ar gêriadenn, ha 75 km da Exeter. Ar c'humunioù tostañ eo : Clovelly, er reter, Kilkhampton, er c'hreisteiz. Dirazañ e weler Enez Lundy, 18 km en hanternoz.

Hennezh eo ar beg-douar a verk harz kornok Bro-Saoz etre Mor Hafren er reter ha Meurvor Atlantel er c'hornôg.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Herculis promontarium e oa an anv latin[1],[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982. p. 372
  2. Ptol. II, 3, 2 : Herculis Promontarium