Hannon (olifant)
Hannon (Annone en italianeg) a oa un olifant gwenn eus enez Sri Lanka, degaset da Europa e penn-kentañ ar XVIvet kantved, war-dro 1510, hag a varvas d'ar 16 a viz Mezheven 1516.
Roue Portugal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e oa bet gant Roue Kochi da Manuel Iañ, roue Portugal, war un dro gant ur frikorneg, pe marteze e oa bet goulennet ouzh Alfonso d'Albuquerque, bezroue India, pourchas unan .
Brudet e voe kement-se en Europa kerkent. Diwar glevout testenioù resis-kenañ e voe savet un dresadenn anezhañ gant Albrecht Dürer, a voe graet ur c'hoadengravur anezhi.
War-lerc'h avat e voe profet al loened d'ar pab Leon X pa voe kurunet, ha kaset dezhañ dre ar mor. D'ar strad ez eas lestr ar frikorneg, hag al loen gantañ. Yac'h ha dibistig e tegouezhas an olifant e Roma avat, ha degemeret e voe war an ton bras d'an 12 a viz Meurzh 1514. Pevar bloaz e oa neuze. Da gentañ e voa dalc'het e porzh ar Belvedere, ha goude kaset d'ur c'hraou aozet evitañ etre Iliz-veur Sant-Pêr ha palez ar pab, nepell diouzh Borgo Sant'Angelo. Enoret e voe e zonedigezh el lennegezh koulz hag en arz.
Marv an olifant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ur marvgan dezhañ gant Pietro Aretino. Ur varzhoneg flemmus e oa, ha goap a rae ar barzh ouzh an dud a renk uhel, ha betek ouzh ar pab. Sede penaos e krogas brud ar skrivagner a voe lesanvet C'hwist ar Briñsed.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Silvio A. Bedini: The Pope’s Elephant. Carcanet, Manchester 1997, ISBN 1-85754-277-0 (dt. Der Elefant des Papstes. Klett Cotta, Stuttgart 2006, ISBN 3-608-94025-1, Rezension)
- Donald F. Lach: Elephants. In: Ders.: Asia in the Making of Europe. Vol. 2. A century of wonder. Book 1. The Visual Arts. University of Chicago Press, Chicago 1970, ISBN 0-226-46750-3, S. 123–158
- Stephan Oettermann: Die Schaulust am Elefanten. Eine Elephantographia Curiosa. Syndikat, Frankfurt am Main 1982, ISBN 3-8108-0203-4, S. 31, 97ff., 104–109
- Mathias Winner: Raffael malt einen Elefanten. In: Mitteilungen des kunsthistorischen Instituts in Florenz 9, 1964, Teil 2–3, S. 71–109
- Robert Greene, The 48 Laws of Power, Viking Penguin, 1998, ISBN 0-14-028019-7