Guernica (Picasso)

Eus Wikipedia
Ur vozaikenn eus an daolenn war ur voger e Gernika.

Guernica zo unan eus brudetañ oberennoù al livour spagnol Pablo Picasso. Graet e voe war-lerc'h bombezadeg kêr Gernika, d'ar 26 a viz Ebrel 1937, pa grogas brezel Spagn.

Gant kirri-nij al Luftwaffe, bet galvet a-hervez gant ar jeneral spagnol Franco, e voe bombezet Gernika e-pad 4 eurvezh ha distrujet kement savadur a oa betek 10 kilometr war-dro.

War al lien eo bet livet euzhadennoù ar brezel hag ar gonnar a verve e Picasso da-heul an darvoud. Graet e voe gant an arzour adalek ar 1añ a viz Mae 1937 e Pariz, war c'houlenn ar gouarnamant republikan spagnol, evit bezañ diskouezet d'ar 25 a viz Mae e pavilion Spagn da vare an Diskouezadeg Veur e Pariz e 1937. Dindan nebeutoc'h eget miz e voe graet eta. Emañ an daolenn bremañ e mirdi ar rouanez Sofia e Madrid, abaoe 1981, goude bezañ bet er Stadoù-Unanet e-pad pell e-keit ha ma oa an diktatouriezh o ren e Spagn.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]