Grete Havnesköld

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Grete Sofia Havnesköld (10 a viz Meurzh 1986 e Stockholm) a zo un aktorez svedat. E 2005 edo e lise Wendela e Södertälje (Sveden) hag e 2007 e studias e skol-c'hoariva Stockholm.

He buhez[kemmañ]

Grete Havnesköld a grogas gant ar vicher e 1992 pa c'hoarias perzh Lotta er film evit ar vugale e ditl "Lotta på Bråkmakargatan", koulz hag er stirad skinwel diwar-benn Lotta. C'hoarvezout a ra ar film koulz hag ar stirad en ur gêriadenn svedat bihan er bloavezhioù 1950 ha diazezet int war levr Astrid Lindgren. E 1993 e c'hoarias er film "Lotta flyttar hemifrån".

E 1997 e c'hoarias perzh Selma er film "Selma & Johanna". Ur roadmovie gwelet gant daoulagad ur bugel eo.

Er film Frostbiten(2006) e c'hoarias perzh Saga.

Filmoù sinema[kemmañ]

  • 1992: Lotta på Bråkmakargatan
  • 1993: Lotta flyttar hemifrån
  • 1997: Selma & Johanna – en roadmovie
  • 2006: Frostbiten
  • 2009: Att Återvända
  • 2010: Prinsessa
  • 2010: Wallander – Dödsängeln

Skinwel[kemmañ]

  • 1992: Lotta på Bråkmakargatan

Liammoù diavaez[kemmañ]