Gouriz an ezel krec'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gouriz an ezel krec'h

Gouriz an ezel krec'h eo hollad an eskern a liamm an izili krec'h (an divrec'h en den) ouzh eskern ar c'horf bras. En den eo an trebezioù-skoaz hag ar plankennoù-skoaz a ya d'ober ar gouriz-mañ.

Ar c'henvell klerenn-trebez eo ar c'houbl nemetañ a zo en den etre ar gouriz ha peurrest skeledenn ar c'horf bras. N'eo ket koubloù a zo etre ar plankennoù-skoaz ha kest ar brusk met kigennoù.