Geriadur lunioù Kangxi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh.


Geriadur Kangxi

Geriadur lunioù Kangxi (Sinaeg: 康熙字典; Pinyin: Kāngxī zìdiǎn) zo ur geriadur gourc’hemennet e 1710 gant Kangxi Impalaer Sina eus an dierniezh Qing. Peurechuet hag embannet eo bet e 1716 ha lakaet eo bet anv Kangxi dezhañ en enor d’an Impalaer en doa lakaet e sevel.

Ennañ ez eus e-tro 47,000 pennger gant sinalunioù urzhiet dindan 214 pennrann (pe alc'hwez) gant o distagadur en doare-skrivañ fanqie boas. Daveet e vezer, evit pep lun lakaet da bennger, da levrioù pe oberennoù m’eo bet implijet al lun-se. Kavet e vez ennañ un daolenn klotennoù gant lunioù aozet dre renkadoù klotennoù, tonioù, ha sonioù deroù ar silabennoù.

Meur a zoare zo da c’heriadur lunioù Kangxi hiziv. Eus an embannadurioù mod nevez ha keinet e doare ar c’hornôg gant difaziadennoù ha dielfennadurioù, betek embannadurioù kozh a sav da dierniezh Qing betek ar bloavezhioù 1940. Kavet e vez ivez eilskridoù rik liammet gant gwrioù hengounel Sina e gouinoù danvez.

Gwelet ivez[kemmañ]


Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.