Mont d’an endalc’had

Georges Bellec

Eus Wikipedia
Ar strollad les Frères Jacques, Georges Bellec a zo en tu kleiz pellañ

Georges Bellec, bet ganet d’an 18 a viz Meurzh 1918 e Sant-Nazer hag aet d’an Anaon d’an 13 a viz Kerzu 2012 e Senlis, a oa kaner er strollad gallek "Les Frères Jacques", soner jazz ha livour. Goude bezañ tremenet e yaouankiz er Geunioù Brezhon e studias an arzoù-kaer e Bourdel ha Pariz.

Breur yaouank e oa da André Bellec, kaner ivez e-barzh "Les Frères Jacques" krouet ganto goude an Eil Brezel-bed. An hini gwisket gant ar chupenn velen e oa, hag an hini bihanañ eus ar pevarad.

Adalek 1979, e fin ar strollad, e kendalc'has Georges Bellec da livañ, ha diskouez a rae alies e labour. Roet e voe kalz prizioù dezhañ, en o zouez medalenn livrin ar Bilan art Contemporain e New York e 1986[1]. Emañ e oberennoù e dastumadoù prevez e Japan, Suis, Alamagn, Breizh-Veur, Kanada ha Bro-C'hall.

  • 1949 : Les Gaités de l'escadron gant Georges Courteline, leurennañ Jean-Pierre Grenier, C'hoariva ar Renaissance.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fichenn Georges Bellec war Art actif.