Garzia de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Garzia de' Medici, mab da Cosimo Iañ de' Medici, dug-meur Toskana, ha da Eleonora di Toledo.

Garzia de' Medici (Firenze 1547 - 1562) a oa mab da Cosimo Iañ de' Medici ha da Eleonora di Toledo.

Ganet e oa e Firenze e 1547. E 1560, da 13 vloaz, e oa bet anvet da gomandant a enor galeoù ar pab, hag e 1561 da bennkomandant galeoù Toskana.


Mervel a eure da 15 vloaz gant ar malaria, tapet gantañ evel gant e vamm, p'edont o vont da gêr Pisa, un toullad deizioù war-lerc'h e vreur, ar c'hardinal Giovanni, a varvas ivez gant ar c'hleñved-se.[1]


Poltred[kemmañ]

Poltredet e voe gant Bronzino pa oa bugelig, evel holl dud e diegezh.

Notennoù[kemmañ]