Gaborone

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gaborone (anvet gwechall Gaberones) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Botswana, en Afrika. Emañ e biz ar vro, tost-kenañ da harzoù Suafrika. Deuet e oa Gaborone da vezañ kêr-benn Botswana e 1965, e-lec’h Mafeking, a oa kêr-benn Bechuanaland. E Gaborone emañ Skol-veur Botswana, savet da gentañ e 1964 evel ur skol-veur evit Bechuanaland (Botswana), Basutoland (Lesotho), ha Swaziland. Poblañs Gaborone a gresk buan : ar gêr a gresk ar fonnusañ en Afrika e vefe, a-hervez.

E Gaborone e tremen an hent-houarn pouezus a gas eus Kêr ar C'hab da Harare.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.