Francesco Albani

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Francesco Albani
Koroll ar c'harantezioù
Kemenn da Vari , Mirdi ar Peniti.

Francesco Albani a oa ul livour italian barok eus ar XVIIvet kantved, ganet e Bologna e 1578, ha marvet eno ivez e 1660.

Taolenn

[kemmañ] E vuhez

Ganet e oa Bologna, e ti ur marc'hadour seiz. Deskiñ ar vicher a eure en e gêr c'henidik, gant ar Flamank Denijs Calvaert, ha goude-se mont da Roma . Eno e studias e ti Carracci hag e labouras e stal Andrea del Verrocchio. Ur c'hevezer da Domenichino ha Guido Reni. e teuas da vezañ.

A-hervez e timezas d'ur gaer a wreg ha daouzek bugel en doe diganti, kaer pe gaeroc'h an holl anezho. Setu ma oant patromoù eus ar c'hentañ , ha marc'had-mat, dezhañ .

Kelenner eo bet da Giovanni Maria Galli da Bibiena ha Girolamo Bonini


[kemmañ] Doare da livañ

Klasel ha skañv eo e zoare da livañ, gantañ e vez nimfezed hag aelezigoù noazh e-leizh (putti), o vousc'hoarzhin e-kreiz ur vro gaer, e taolennoù o deus levezonet betek livourien an XVIIIvet kantved.

[kemmañ] Oberennoù

Ar re wellañ eo  :

  • Karantezioù Gwener hag Adonis, engravet gant Audran ;
  • Kibelladenn ha trec'h Gwener ;
  • Ar Peder Elfenn ;
  • Europa war an tarv.

[kemmañ] Oberennoù all


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

[kemmañ] Lennadurezh

  • A. Bolognini Amorini, Vita del celebre pittore Francesco Albani, Bologne (1837)
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all