Francesca da Rimini
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Francesca da Rimini pe Francesca da Polenta (1255 – 1285) a oa ur briñsez italian eus an XIIIvet kantved, kanet hec'h istor gant Dante.
Ur plac'h eus ar re gaerañ e oa, merc'h da c'h-Guido da Polenta, aotrou kêr Ravenna. Bevañ a eure en amzer Dante Alighieri, a reas anezhi unan eus tudennoù an Divina Comedia.
Taolenn |
[kemmañ] Dimeziñ ragaozet
Guido da Polenta a oa bet o vrezeliañ a-enep an tiegezh Malatesta. Pa voe arsavet ar brezel e c'hoantaas Guido kadarnaat ar peoc'h dre zimeziñ e verc'h Francesca da bennhêr Malatesta, Giovanni Malatesta e anv (ha Gianciotto e verranv), mab Malatesta da Verucchio, aotrou Rimini. Giovanni a oa paotr a galon, met kamm ha nammet. Gouzout a-walc'h a ouie Guido e vije nac'het ar Giovanni gant Francesca , neuze e voe graet an eured dre hanterouriezh breur Giovanni, ar paotr koant Paolo Malatesta.
Francesca a orgedas ouzh Paolo ha ne gomprenas an touell nemet da zeiz war-lerc'h an eured.
Francesca ha Paolo a voe orgedet war-lerc'h lenn istor Lancelot ha Guinevere, hag a zeuas da vout serc'hed. Tapet e voent war an tomm gant Giovanni ha lazhet gantañ.
Diwar-se e voe burudet an anv "Francesca" e-touez an dud auhel.
[kemmañ] Oberennoù
Meur a arzour zo bet awenet gant an istor.
- Dante, Divina Commedia. (Inferno, Canto V), (1308-1321)
- Joseph Anton Koch, Paolo ha Francesca tapet gant Gianciotto, 1805-10. dourlivadur, Mirdi Thorvaldsen, Copenhagen.
- Silvio Pellico, Francesca da Rimini. (1818). Reuzc'hoari.
- Jean-Auguste-Dominique Ingres, Paolo ha Francesca (1819). Eoullivadur war lien. Musée des Beaux-Arts, Angers, Bro-C'hall.
- Ary Scheffer, Francesca da Rimini ha Paolo Malatesta appraised by Dante and Virgil (1835). Oil on canvas. Wallace Collection, London.
- George Henry Boker, Francesca da Rimini. (1853). Pezh-c'hoari.
- Ary Scheffer, Francesca da Rimini and Paolo Malatesta appraised by Dante and Virgil (1855). Eoullivadur war lien . Mirdi al Louvre, Pariz.
- Gustave Doré, Francesca da Rimini (illustration to Dante's Inferno, 1857).
- Alexandre Cabanel, Marv Francesca da Rimini ha Paolo Malatesta, 1870. Eoullivadur war lien. Mirdi Orsay, Pariz.
- Pyotr Ilyich Tchaikovsky, [[Francesca da Rimini (Tchaikovsky)|Francesca da Rimini. Barzhoneg sumfoniek, 1876.
- Auguste Rodin, Ar Pok. Delwenn marmor, 1888, Mirdi Rodin, Pariz.
- Gabriele d'Annunzio, Francesca da Rimini. Reuzc'hoari (1901) skrivet gant d'Annunzio evit e serc'h Eleonora Duse.
- Francis Marion Crawford, Francesca da Rimini. (1902). Pezh-c'hoari
- Sergei Rachmaninoff, Francesca Rimini. C'hoarigan, 1906.
- Riccardo Zandonai, Francesca da Rimini. C'hoarigan, 1914.
[kemmañ] Liammoù
- WisdomPortal Includes images of related artworks.
[kemmañ] Reference
- Singleton, Charles S. (1970). The Divine Comedy, Inferno/Commentary. Princeton University Press. ISBN 0-691-01895-2.