François Pignon

Eus Wikipedia

François Pignon zo anv un dudenn bet krouet gant ar saver senario gall Francis Veber (1937-) evit e bezh-c'hoari Le Contrat[1] da gentañ-penn. Leurennet gant Pierre Mondy (1925-2012) e voe c'hoariet e Théâtre du Gymnase (Pariz X) adalek miz Gwengolo 1970 ha dalc'het roll Pignon gant Jean Le Poulain (1925-1988).

Azasaet e voe an oberenn diwezhañ-se evit ar sinema ha sevenet ar film L'Emmerdeur[2] (miz Gwengolo 1973) gant Édouard Molinaro (1928-2013) : Jacques Brel (1929-1978) an hini eo a wiskas dilhad François Pignon er sinema evit ar wech kentañ. Delc'her a ra roll ur gwerzher rochedoù, gwan e imor abaoe m'eo aet e wreg Louise (Caroline Cellier) dioutañ da vevañ gant an doktor Fuchs (Jean-Pierre Darras, 1927-1999) e Montpelhièr. Graet e vennozh adc'hounit karantez Louise e kej François Pignon gant Ralf Milan (Lino Ventura, 1919-1987), dre zegouezh-kaer, ul lazher gopret erruet e memes kêr da gas da benn ar gevrat bet fiziet ennañ : diskar test pouezus ur prosez eus prenestr kambr e leti a sko war al lez-varn...

Berzh bras a reas ar film en abeg da imor disheñvel-mik an div dudenn bennañ : hini glemmichus ha torr-penn Pignon ouzh hini yen-skorn ha mennet Milan. Ganet e oa bet un dudenn nevez-flamm hag a reas Francis Veber ganti meur a wech da-heul.

Pa gej Pignon gant Milan evit ar wech kentañ...

Estroc'h evit François Pignon a voe ijinet gant Francis Veber : gwelet e voe an dudenn François Perrin evit ar wech kentañ war ar skramm bras, e-barzh Le Grand Blond avec une chaussure noire gant Yves Robert (1920-2002) e 1972.

En oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • miz Du 1983 : Les Compères, sevenet ar film ha savet ar senario anezhañ gant Francis Veber ; delc'her a ra Pierre Richard (1934-) roll Pignon, un den lent ha c'hoant d'en em zistrujañ gantañ.
  • miz Kerzu 1986 : Les Fugitifs, sevenet ar film ha savet ar senario anezhañ gant Francis Veber ; delc'her a ra Pierre Richard roll Pignon, ul laer-bank dizampart ken ez eo.
  • miz Ebrel 1998 : Le Dîner de cons[3], sevenet ar film ha savet ar senario anezhañ gant Francis Veber ; delc'her a ra Jacques Villeret (1951-2005) roll Pignon, hag eñ kargad e Ministrerezh an Arc'hant ha sot gant ar maketennoù savet gant chimik.
  • miz Genver 2001 : Le Placard[4], sevenet ar film ha savet ar senario anezhañ gant Francis Veber ; delc'her a ra Daniel Auteuil (1950-) roll Pignon, un dister a gontour o labourat en ul labouradeg stevelloù. Goude klevout lâret e oa war-nes bezañ dic'hopret e lez ar vrud da redek ez eo-eñ heñvelreviat, kement-mañ diwar alioù un amezeg dezhañ...
  • miz Meurzh 2006 : La Doublure, sevenet ar film ha savet ar senario anezhañ gant Francis Veber ; delc'her a ra Gad Elmaleh (1971-) roll Pignon, hag eñ gweturer en ul leti. Kinniget eo dezhañ ober van da vevañ a-goublad gant un diskouezerez-c'hiz brudet, hag hi gwreg kleiz d'un den a aferioù pinvidik-mor e gwirionez...
  • miz Kerzu 2008 : L'Emmerdeur, sevenet ar film hag adkemeret senario hini 1973 gant Francis Veber ; erlec'hiet eo Brel gant Patrick Timsit (1959-) ha Ventura gant Richard Berry (1950-) ; dilec'hiet eo darvoudoù ar film e Nisa...

Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Adazasaet e oa bet gant Veber e 2005, bet fiziet roll François Pignon e Patrick Timsit.
  2. E miz Kerzu 2008 e oa deuet e-maez un doare all — L'Emmerdeur — sevenet gant Francis Veber e-unan ar wech-mañ. Fiziet e voe an holl rolloù d'ar gomedianed o devoa kemeret perzh e pezh-c'hoari 2005.
  3. Diwar Le Dîner de cons (pezh-c'hoari) (1993) ; dalc'het e voe roll François Pignon gant Jacques Villeret, Dany Boon (1966-), Régis Laspalès (1957-) ha Patrick Haudecœur (1964-) tro-ha-tro.
  4. E 2014 e oa deuet e-maez ur pezh-c'hoari, an hevelep titl dezhañ, leurennet gant Veber ivez.