FestiManif BZH +

Eus Wikipedia

Ar Festimanif BZH + a zo bet ur vanifestadeg e Naoned. C'hoarvezet eo d'an 20 a viz Gwengolo 2008.
Bodet e oa bet etre 5 000 (hervez an archerien) ha 10 000 den (hervez an aozerien hag ar mediaoù).

Lies e oa palioù ar vanifestadeg-se:

- Ur statud lezennel evit ar yezhoù minorel, hag o dazont.
- Gwirioù evit ar sonerien a-youl vat, ar bagadoù, an dañserien... (evit gwareziñ pinvidigezh sevenadurel Breizh)
- Treuzkas d'ar rannvro peadra da sikour deskadurezh ar yezhoù, ar mediaoù, ar sevenadur ar vuhez foran.
- Unvaniezh velestradurel Breizh

Tud a bouez e Breizh a oa eno, pe politikourien evel Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, ar c'hannad François de Rugy, Patrick Mareschal, prezidant Kuzul departamant Liger-Atlantel hag all. Leun a ganerien, bagadoù pe sonerien a oa deuet da ganañ ha da gemer perzh er vanifestadeg (Nolwenn Korbell, Gilles Servat, Alan Stivell, Dan Ar Braz...)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hien ofisiel ar vanifestadeg: [1]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.