Faustina Bordoni

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Faustina Bordoni, poltredet gant Bartolomeo Nazari

Faustina Bordoni (1697-1781), lesanvet "Faustina" hepmui, a oa ur ganerez ha mezzosoprano italian, hag unan eus brudetañ mouezhioù hec'h amzer.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e Venezia, ha savet e voe dindan gwarez daou vreur sonaozourien, Alessandro ha Benedetto Marcello. Studiañ ar c'han a reas gant ur sonaozour all, Michelangelo Gasparini.

Deroù he micher[kemmañ]

Meur a vloavezh e voe e servij an Dilenner Palatin, ha kregiñ a reas da ganañ e c'hoariganoù e Venezia e 1716, en Ariodante, savet gant Carlo Francesco Pollarolo, ha betek 1725 e c'hoariganoù gant Albinoni, ar vreudeur Gasparini, Giacomelli, Leo, Orlandini, an daou bPollarolo, tad ha mab, ha Leonardo Vinci, e-touez un toullad re all. E 1718 ha 1719 e Venezia e kanas a-gevret gant Francesca Cuzzoni, a oa da vezañ he brasañ kevezerez.

Meur a wech ez eas da ganañ da Reggio nell’Emilia, Naplez , Parma, ur wech da vihanañ da gêr Milano, Modena , Firenze. Kentañ ma kanas en Alamagn a voe e 1723, e München, e Griselda Torri. Er bloavezhioù 1720 e rae berzh ken na rae en hanternoz d'an Alpoù, evel e Vienna e 1725–26.

Div rouanez[kemmañ]

Kentañ ma kanas e Londrez a voe evel Rossane, en Alessandro, gant Handel, e mae 1726, war un dro gant Senesino ha Cuzzoni. Peder gwech all e kanas e nevezintioù Handel : Alceste en Admeto ha Pulcheria en Riccardo Primo (e 1727), hag Emira e Siroe hag Elisa en Tolomeo, e 1728. Kanañ a reas en un adc'hoariadenn eus Radamisto, hag e c'hoariganoù savet gant Ariosti ha Giovanni Bononcini. D'ar 6 a viz Mezheven 1727, e voe cholori bras er c'hoariva King’s Theatre, e Haymarket, dirak ar briñsez Caroline, Priñsez Kembre. O c'hoari Astianatte e oad pa gorogas reuz etre he heulierien ha re Cuzzoni, ken na voe kann, a-hervez, etre an div vaouez war al leurenn.

Hervez enklaskoù nevez zo eo bet lakaet anat eo harperien ar c'hanerezed a oa en em zalc'het fall, ha n'eo ket ar c'hanerezed o-unan, o devoa labouret a-gevret a-raok en Italia, hag a zalc'has d'ober evit ar Royal Academy betek ar c'houlz ma rankas ar renerien serriñ an ti en 1728 , en abeg d'ar bern dle.

Dimeziñ[kemmañ]

Faustina Bordoni, poltredet gant Rosalba Carrera

Kontrol da Cuzzoni, ne zistroas ket Faustina da vro-Saoz ken. Etre 1728 ha 1732, e kanas e kêrioù bras Italia, e Venezia dreist-holl . E 1730, e timezas d'ar sonaozour alaman Johann Adolf Hasse, ha bloaz goude e voen pedet da lez Sachsen, hini ar roue Augustus II, a oa e Dresden. Berzh a reas Faustina eno e c'hoarigan he fried, Cleofide. Hervez Metastasio e oant "ur c'houblad eus ar re blijusañ".

Hasse a chomas tregont vloaz e lez Sachsen , hag e bried a ganas da vihanañ pemzek eus e c'hoariganoù savet etre Caio Fabricio e 1734 ha Ciro riconosciuto e 1751.