Fasm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Amprevaned ha geotdebrerien eo ar fasmed. Laboused ha bronneged dreist-holl eo o freizherien. Evit chom bev e touellont anezho o kemer stumm delioù, skourroù ... a-neuz gant ar plantoù e lec'h ma vevont. Abalamour da-se e vezont anvet bizhier an diaoul ivez. En ur vransigellañ e tilec'hiont, evel un tamm koad o fiñval gant an avel. Gallout a reont chom a-sav e-pad eurvezhioù avat.