Fanfiction

Eus Wikipedia

Ur fanfiction pe ur fanfic a zo istorioù skrivet diwar faltazi gant faned, pe vamidi, evit cheñch pe astenn buhez pe zanvez un aozad mediatekaet hag a zo plijet dezho. Da skouer dre : ur romant, ur manga, ur stirad skinwel, ur film, ur c'hoari video pe c'hoazh diwar-benn un den brudet. Ur fanfiction a adkemer senario pe skridc'hoari an aozad, ar c'hanon, met cheñch a ra anezhañ en e zoare. Tu zo da genderc'hel gant an istor e-lec'h ma 'z eo echuet e gwirionez pe da ouzhpennañ traoù 'zo.

Skrivañ ur fanfiction a servij d'al lennerien pe d'ar sellerien tik gant an dra da welout ar pezh en defe plijet dezho da welout er c'hanon.

Kreizennet e vez ar fanfiction alies war un [tudenn|dudenn]] : gweladennet eo darempredoù an dudenn, o sikologiezh ; krouet pe kendalc'het e vez an istorioù karantez, leusket e vez muioc'h a blas d'an tudennoù a eil renk pe ouzhpennet e vez tudennoù all. Tud 'zo avat na implijont ken nemet ar bed krouet er c'hanon hag e krouont o oberenn dezho gant o senario hag o zudennoù. Plijet eo kalz a dud gant ar frankiz a zo roet gant ar fanfiction. N'eus bevenn ebet. Tu zo da skrivañ diwar-benn n'eus forzh peseurt sujed.

Fanfiction hag e gevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez skrivet pe lennet ur fanfiction e vez ur spered bras a genskoazell er gevredigezh-mañ. Reizh eo dre ma vez eskemmet ar memes plijadur etre an dud. Disheñvel eo an doare daremprediñ etre ar faned : taolet e vez pled e vez skrivet tro-spered ha buhez ar skrivagnerien en ur stumm diviz. Lakaat a reont ivez notennoù e fin o fennadoù d'al lennerien evit goulenn ali al lennerien e-keñver an istor pe ar pezh a c'hellfe c'hoarvezout er pennadoù da heul. Evit sikour an darempredoù ez eus tu d'al lennerien da leuskel un evezhiadenn, un adweladenn. Servijout a ra da reiñ kalon d'ar skrivagnerien pe da sikour anezho. Ar stumm heuliadenn a servij ivez da derc'hel an darempredoù a-hed mizioù pe a-hed bloavezhioù etre an hini a skriv an istor hag an hini a zo o c'hortoz pennadoù nevez. Pouez al lennerien en deus un efed a-raok embannadur ur pennad nevez : adlennet e vez an destenn gant ar skrivagner hag un den all war ar lec'hienn, ur beta-lenner, evit diwall ouzh ar fazioù skritur pe evit diwall ma vefe komprenus an destenn. Al labour a-stroll a servij da wellaat kalite ar fanfiction.