Falaris

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Falaris a gondaonas ar c'hizeller Perillos da vezañ lakaet en tarv arem.

Falaris a oa tirant Akragas (Ἀκράγας), e Sikilia (~570 – ~554), hiziv Agrigento, ha dindanañ e teuas kêr da vout pinvidik[1].

Un den kriz e oa hag ijinet en doa, hervez ar vojenn, un tarv arem ma lakae e enebourien da rostañ. Lavaret e veze e tebre bugale ivez.

Hervez Valerius Maximus e voe meinataet gant ar bobl[2].

E vuhez[kemmañ]

Falaris a oa bet karget da ober war-dro sevel an templ da Zeus Atabirino en akropolis, pa gavas e dro da gemer ar galloud. Pinvidikaat ha kinklañ kêr a reas: degas dour-red, sevel monumantoù, ha kreñvaat ar mogerioù a reas.


E varv[kemmañ]

Diskaret e voe gant un emsavadeg kaset gant Telemachus, hendad da Theron (tirant war-dro -488 – -472), ha poazhet en e darv arem.

Notennoù[kemmañ]

  1. Werner Jaeger, Paideia, La formation de l'homme grec, Gallimard, coll. Tel, 1988, p.271.
  2. Valerius Maximus, Actions et paroles mémorables, III, 3, 2.