Fafafined

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stop bad orthography.png Tabut war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer. Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin..


An termen fafafined (samoaeg: fa'afafine, tongaeg: rae rae ha tahitieg: mahu) a vez implijet evit ober dave d'an dud trede rev hag o ar rol revel c'hoariet gante er gevredigezh.

Ez-hengounel e vez great fafafined eus paotred desavet gant o familh evel merc'hed pa vez re a baotred gante dija. Lakaet e vezont da sikour o mammoù gant labour an ti ha gwisket e vezont evel merc'hed. Peurliesañ e kendalc'h ar baotred-se d'ober diouzh o identelezh revel pa vezont tud deuet ha zoken ur wezh euredet gant ur vaouez.

Hervez meur a fafafined o-unan n'eo ket o familh a dibab o identelezh revel met kentoc'h leuskel anezhe d'ober diouzh o revelezh diabarzh.

treuzrevel e vefe graet eus seurt tud e broioù Europa ma vez gwelet fall dre vras seurt revelerezhioù na glotont ket gant ar mennozhioù gourel-benel.

Peurliesañ eo heñvelrevel o zuadur revel.


Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.