FAMAS

Eus Wikipedia
FAMAS
Skeudenn ar pennad FAMAS

FAMAS F1 (en nec'h) ha G2 (en traoñ).
Kinnig
Bro Banniel Frañs Frañs
Mont en-dro Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek / tennadeg tri zenn
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO
Produerien Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, GIAT Industries
Bloaz krouidigezh 1967
Mare implij 1979 – bremañ (en arme c'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,780 kg (F1) / 3,747 kg (G2)
Hirder 757 mm
Hirder ar c'hanol 488 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 300 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 925 m/s - 960 m/s
Endalc'h 25 kartouchenn (F1), 30 kartouchenn (G2)
Adstummoù FAMAS F1, FAMAS G1, FAMAS G2, FAMAS Félin, FAMAS commando, FAMAS civil, FAMAS export, FAMAS surbaissé, FAMAS valorisé

Ar FAMAS, pe FA-MAS, akronim evit Fusil d'Assaut - Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, zo ur fuzuilh-arsailh gall kalibr 5,56 x 45 mm NATO doare bullpup implijet dreist-holl gant an arme c'hall abaoe dibenn ar bloavezhioù 1970.

Goulennet hag implijet eo bet adalek ar bloavezhioù 1960 gant an arme c'hall da gemer plas ar fuzuilh FSA MAS 1949-56 (kalibr 7,5 mm) hag ar bistolenn-vindrailherez MAT 49 (kalibr 9 mm Parabellum). Klask a rae an arme kaout ur fuzuilh c'halloudus, aes da implijout ha da gempenn hep ma vefe re vras.

E miz Gwengolo 2016 e oa bet dibabet ar fuzuilh-arsailh alaman HK416 evel arm-skoaz standart nevez an arme c'hall[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1960 ha 1970 e rae c'hoazh an arme c'hall gant armoù ganet a-raok pe just goude an Eil Brezel-bed hag implijet da vare brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950, evel ar fuzuilh MAS 49/56, ar bistolenn-vindrailherez MAT 49 hag ar fuzuilh-vindrailherez FM MAC 24/29. Tamm-ha-tamm e teuas war-wel e oa diamzeriet an armoù-se e-keñver fuzuilhoù modernoc'h o gwikefre evel an AK-47 soviedel.

E-kreiz ar bloavezhioù 1960 e c'houlennas ar gouarnamant gall lakaat bodañ ur skipailh ijinourien da sevel un arm nevez. Karget e voe ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne d'ober al labour adalek 1967. Ar pimpatrom kentañ a voe prest e 1971[2]. Kinniget e voe an arm nevez en ur mod publik e 1973. Adalek 1979 e krogas an arme c'hall da reseviñ anezho. Etretant e oa bet esaeet armoù all evel ar fuzuilhoù-arsailh suis SIG 540 e Liban e 1978.[3]

Stumm kentañ ar FAMAS, anvet F1, zo bet gwerzhet ouzhpenn 400.000 skouerenn anezhañ e Frañs hag en un nebeud broioù all (Djibouti, Gabon, Senegal hag Emirelezhioù Arab Unanet)[4]. GIAT Industries a broduas goude adstummoù G1 ha G2 a zouje ouzh norm standardizaat STANAG 4719 AFNA. Ar Marine Nationale a ra gant an adstumm G2[5].

Paouezet e voe da broduiñ ar FAMAS e 1992[6]. Kempennet e vez hiziv-an-deiz en uzin Nexter Mechanics e Tulle.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Quand l'armée française opte pour le "made in Germany" (9 septembre 2016). Kavet : 9 septembre 2016. .
  2. Laurent Lagneau (12 novembre 2014). Décès du général Paul Tellié, le « père » du FAMAS. .
  3. Mai 1978, le mois de la foudroyance (30 avril 2023).
  4. (27 janvier 2008) Jane's infantry weapons, Jane's Information Group (in en). 943 p. ISBN 978-0-7106-2834-3. .
  5. Ian McCollum. FAMAS G2: The French Navy Updates its Bullpup
    (Anglais)
    . Kavet : 30 novembre 2023.

  6. FAMAS | Musée d'Art et d'Industrie de Saint-Etienne. Kavet : 2017-08-04. .
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan