Eured kouerien

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Eured kouerien
Pieter Bruegel the Elder - Peasant Wedding - Google Art Project 2.jpg
Pieter Brueghel gozh, 1568
Eoullivadur war lien
114 × 164 cm
Kunsthistorisches Museum
Vienna

Eured kouerien, pe De Boerenbruiloft e nederlandeg, zo un daolenn gant al livour flamank Pieter Brueghel gozh bet livet e 1568 ha war ziskouez e Kunsthistorisches Museum Vienna, en Aostria.

En daolenn e weler taoliadoù kouerien, bugale zoken, o kargañ o bouzelloù. Picheroù goullo zo , ha krediñ a c'haller n'eo ket dour zo bet evet. N'eus nemet ar plac'h nevez, kroazet he daouarn, a chom sioul.

Sonerien zo e-kreiz ar sal, gant ur binioù hag a weler e meur a daolenn all gant an arzour.