Erna Solberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Erna Solberg e miz Eost 2013

Erna Solberg (ganet d’ar 24 a viz C'hwevrer 1961 e Bergen) zo ur bolitikourez eus Norvegia, eus ar strollad mirour Høyre. E 1989 e voe anvet da gannadez , evit ar wech kentañ, er Stortling, parlamant Norvegia. E 2004 e voe anvet e penn ar strollad Høyre. E dilennadeg kannaded an 9 a viz Gwengolo 2013 e voe gounezet sezioù gant he strollad (o tremen eus 30 da 48 sez) hag emglev a reas gant ur strollad all eus an tu dehou, ar Fremskrittspartiet , evit sevel ur gouarnmant. Gant se ez eas Erna Solberg da gentañ ministr, e-lec’h ar sokial-demokrat Jens Stoltenberg.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.