Ennegañ IP

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pennañ komenad live kenrouedad TCP/IP eo IP. Servijout a ra da bourveziñ ur reizhiad dereiñ duilhioù (pakadoù) hep kennaskañ ha nann solius.

An ennegañ[kemmañ]

Pep klom (skoulm rouedad) a rank bezañ hennadet war ur rouedad gant un enneg IP. Hemañ a c'hell bezañ digenaozet etre daou rann :

- Un niverenn rouedad meziantel

- Un enneg ostiz (an urzhiataer pe an drobarzhell) war ar rouedad meziantel

An doare-se da ennegañ a c'hellje bezañ erouezet pe skeudennet evel pa vije an niverenn rouedad meziantel anv ur straed hag an enneg ostiz, ur chomlec'h er straed-se.

Pezh zo dedennus gant IP eo e c'hell bezañ kefluniet da ziogelañ ur rizh gwazadur (pe servij). Da skouer e c'heller deverkañ un arventenn "mallus" d'un duilh (pakad roadennoù kaset war ur rouedad) hag a rank bezañ treuzkaset buan pe "kas fonnus" pa vo kaset ur c'hementad bras a stlennoù war ar rouedad pe c'hoazh "solius live uhel evit an treuzkas" pa ne c'hell al lanv degemer fazi ebet en treuzkas.

Gant pevar eizhbit e vez erouezet un enneg IP handelv 4 (IPv4 pe e brezhoneg : IPv4) . Evit hen ober e vez arveret an notadur dekredel poentet, da lavaret eo e vez pep eizhbit disrannet an eil diouzh egile gant ur poent. Da skouer : 192.168.22.150

Hervez tri rumm e c'heller renkañ an ennegoù IP. Diouzh an eizhbit kentañ e c'heller anavezout rumm an enneg IP eleze niver an eizhbitoù implijet evit an enneg rouedad hag ar re evit enneg an ostiz.

Da hennadiñ un ostiz en un doare unnel war ur rouedad e saveler tri rumm ennegoù :

> Rumm A : etre 1 ha 126 eo gavaelet an eizhbit kentañ. Arveret eo 7 bit evit an enneg rouedad (un eizhbit) ha 24 bit da hennadiñ an ostiz (war 3 eizhbit). Gellout a ra ur rouedad rumm A kaout 16 milion ostiz (2^24 - 2 ostiz).

Da skouer, 120.3.24.16 a zo un enneg rumm A, "120" a zo an enneg rouedad, "3.24.16" a zo enneg an ostiz.

> Rumm B : etre 128 ha 191 eo gavaelet an eizhbit kentañ. Gant 14 bit eo enboneget an enneg rouedad (war 2 eizhbit) ha gant 16 bit enneg an ostiz (war 2 eizhbit ivez). 65534 stael (post) a c'hell bezañ enneget war ur rouedad rumm B (2^16 - 2).

Da skouer, 142.132.57.14 a zo un enneg rumm B, "142.132" a zo an enneg rouedad, "57.14" a zo enneg an ostiz.

> Rumm C : etre 192 ha 223 eo gavaelet an eizhbit kentañ. 21 eizhbit a zo implijet evit ar rouedad (war 3 eizhbit) hag 8 eizhbit evit an ostiz (war un eizhbit nemetken). 254 ostiz a c'heller ennegañ war ur rouedad a-seurt gant ar hemañ. Ar rumm-mañ a vez arveret evit ar rouedadoù bihan.

Da skouer, 192.168.22.57 a zo un enneg rumm C, "192.168.22" a zo an enneg rouedad, "57" a zo enneg an ostiz.

Ar maskl rouedad[kemmañ]

Evit pep rumm e vez arveret ur maskl rouedad da ziforc'hiñ rann rouedad an enneg IP diouzh ar rann e implijer anezhañ da ennegañ an ostiz. Ma skriver en enneg en un doare daouredel e vo pep bit an enneg rouedad merket gant un "1" gant ar maskl ha pep bit enneg an ostiz merket gant ar maskl gant un "0".

Da skouer, 132.148.67.2 a c'hell bezañ skrivet en un doare daouredel :

10000100.10010100.01000011.00000010 Un enneg rumm B eo "132" e eizhbit kentañ. Neuze e vo ar maskl skrivet evel-henn e daoured :

11111111.11111111.00000000.00000000 e c'heller skrivañ ivez :

255.255.0.0

Evit gwir e vez graet ur sammadur daouredel gant an enneg IP hag ar maskl bit ha bit (1+1=1 ; 1+0=0 ; 0+0=0). An disoc'h a zo an enneg rouedad, an eizhbitoù arall o tont da vezañ "0" neuze.

Ar maskloù implijet a zo :

255.0.0.0 e rumm A

255.255.0.0 e rumm B

255.255.255.0 e rumm C

Neuze e c'hellomp lavaret eo 132.148.0.0 enneg rouedad ar skouer a-us.

Ennegoù IP arbennik[kemmañ]

An enneg IP a zo e rann ostiz par da "0" a vez arveret da venegiñ ar rouedad e-unan evel hon eus gwelet a-us. Evel-se an enneg 140.210.0.0 a veneg ar rouedad a zo bet deverket ar c'hentger "140.210" a rumm B dezhañ. Ne c'hell bezañ arveret an ennegoù-se nemet da venegiñ ar rouedad ha nann an ostizoù.

Enneg skignañ heñchet (directed broadcast) :

Arveret eo da gas duilhioù da bep hini eus ostizoù ur rouedad alvezel. Pa vez degaset un duilh da enneg skignañ heñchet ur rouedad didermenet, e vez treuzkaset un eilad nemetken eus an duilh dre an etrerouedad betek ma vo o tegouezhout gant ar rouedad buket. Deroet e vo neuze da bep hini eus e ostizoù.

Savet e vez un enneg skignañ heñchet oc'h ouzhpennañ d'an enneg rouedad meneget (d'ar c'hentger rouedad) ul lostger oc'h enderc'hel nemet sifrennoù "1". Da skouer an enneg : 192.5.255.255 pe 11000000.00000101.11111111.11111111

Enneg skignañ bevennet (limited broadcast) :

Ur skignañ war ar rouedad load (lec'hel) eo. Arveret eo gant un urzhiataer ha ne anavez ket naoudiañ ar rouedad e pad al loc'hañ. Bez ez'eus en dastum TCP/IP komenadoù a ro an tu d'an urzhiataer da reseviñ ent-emgefreek un enneg IP pa vez o loc'hañ. Arveret e vez an enneg "pep bit da 1", neuze an enneg :

11111111.11111111.11111111.11111111 pe 255.255.255.255

Enneg endol (loopback address - adresse de bouclage) :

Implijet e vez an enneg-se da arnodiñ ar arloadoù rouedad. Ar c'houleverien (ar brogrammerien) a vez oc'h ober gant arnodennoù e dol ("loop") e-kerz lankadoù kentañ ergrafañ un arload rouedad. Evit ober un arnodenn evel-se e rank ar goulever kaout daou arload ergrafet evit kehentiñ dre ur rouedad ha gouest d'ober gant ar meziant TCP/IP. E-lec'h erounit (pe seveniñ) ar goulevioù war bep a urzhiataer e c'heller lakaat anezhe d'erounit war unan hepken ha goulenn gante d'ober gant an enneg IP endol ("loopback adress") da gehentiñ an eil gant egile. Pa vez un arload o kas roadennoù d'egile e tremenont (war-zu an traoñ) a-dreuz ar bern komenadoù betek ar meziant IP a zigas anezhe en-dro (war-zu al laez) a-dreuz ar bern komenadoù betek an eil arload (patrom OSI). Lank 'zo e-gizh-se ober gant un urzhiataer hepken da arnodiñ un arload hag hep treuzkas roadennoù dre ar rouedad.

Ar c'hentger "127" a rumm A an 'ni eo e vez amberzet (miret) evit ar gwezhiadurioù (oberiadurioù) endol. Forzh pe hini enneg ostiz e c'heller arverañ hogen ar stlennegourien a vez oc'h ober dre voaz gant an enneg "1" eleze : 127.0.0.1

Pa vez arveret an enneg-se gant un arload da gas roadennoù, ne vez treuzkaset nepred anezhe war ar rouedad neuze ne vez gwelet morse an enneg-se e-barzh un duilh war ar rouedad.

rummoù ennegoù all[kemmañ]

Bout a ra daou rumm all ennegoù nebeutoc'h implijet :

Ar rumm D : arveret eo ar rumm-se evit ar skignañ strishaet pe lies-skignañ a ro an tu d'azlakaat un duilh d'ur strollad urzhiataerioù. Evit ober gant ur skignañ strishaet e vez ur strollad ostizioù o vezañ bet deverket da bep hini anezhe an hevelep enneg IP ; ur wech staliet ar strollad skignañ strishaet, un eilenn eus an duilhioù kaset d'an enneg skignañ a vez azlakaet da bep hini eus urzhiataer ar strollad.

Ar rumm E : miret eo ar rumm-se evit un implij a zeu.

Ar c'homenad IPv6[kemmañ]

Emled ar Genrouedad hag niver he arveriaded ac'h empleg e teuer da gaout muioc'h mui a ennegoù IP, pezh ne c'hello ket ken IPv4 pourchas en dazont.

Ur strollad prederiañ a zo bet savet neuze e skourr IETF an IAB a zo e bal labourat war ur ment ennegoù IP nevez da gavout un diskoulm d'ar gudenn-se.

(Da vezañ kendalc'het....)