Emgann Tolentino

Eus Wikipedia

Emgann Tolentino a c'hoarvezas d'an 2 ha d'an 3 a viz Mae 1815 entre arme Aostria, renet gant ar marichal Federico Bianchi, hag un arme italian renet gant ar jeneral gall Joachim Murat, deuet da vout roue Naplez, e-kerzh brezel Naplez (1815). Un armead aostrian all, renet gant Neipperg, a voe pouezus he bezañs, daoust ma ne gemeras ket perzh en emgann.

Evel emgann Waterloo e c'hoarvezas emgann Tolentino e-pad ar C'hant Deiz, goude distro Napoleon eus e harlu en enez Elba. Trec'h e voe ar Seizhvet Kengevredad.

Goude an emgann e c'hallas ar roue Bourbon kozh adkemer kurunenn Naplez.