Emgann Ellendun
| Emgann Ellendun | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
Adsavadur un tokarn sakson |
|||||||
|
|||||||
| Emgannerien | |||||||
| Mercia | Wessex | ||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Beornwulf Mercia | Egbert Wessex | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
| Tud lazhet | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
E 825 e c'hoarvezas Emgann Ellendun, er pezh a zo Wroughton e Wiltshire hiziv. Enebiñ a reas rouantelezh pennañ su bro-Saoz, Wessex, ouzh Mercia a oa stad pouezusañ Preden d'ar mare-se hag he doa staget pe lakaet dindan hec'h aotrouniezh tout ar rouantelezhioù arall estreget Northumbria.
N'anavezomp netra diwar-benn an emgann end-eeun met ur faezhidigezh vras e voe evit Mercia a voe torret he nerzh milourel.
Pouez istorel [kemmañ]
Merkout a reas emgann Ellendun fin an aotrouniezh verciat war Vro-Saoz ha deroù hini ar Wessex.[1] Goude an emgann e kasas Egbert Wessex un arme da Gent da ziarbenn Balred Kent. Rouantelezhioù Sussex, Surrey hag Essex a dremenas dindan aotrouniezh Wessex - peogwir e oant bet skrapet digent e gerent hervez ar C'hronik Angl-ha-saoz [2] - ha rediet e voe roue diwezhañ Essex, Sigered da repuiñ e Mercia.
N'eo ket ket sklaer pegoulz e c'hoarvezas an darvoudoù-se met war a seblant e oa dalc'het Kent gant Balred betek 826 [3][4] ha n'eo ket dic'hallus e vije chomet Essex dindan levezon Mercia betek 829[3]
Anglia ar reter a oa ur Stad e gwazoniezh Mercia ha goulenn a reas gwarez Wessex e 826. Beornwulf a voe lazhet en emgann en ur esaeañ adaloubiñ e sujed kozh. E 829 ez eas Mercia hogozik da get pa oa aloubet gant Egbert met divarrek e voe d'he mirout hag he frankiz a adkavas e 830.