Emgann Arsuf

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Emgann Arsuf, gant Eloi Firmin Feron (1802-1876).)

Emgann Arsuf a zo un emgann ag an Trede kroaziadeg c'hoarvezet en Arsuf d'ar 7 a viz Gwenholon 1191. Eno e voe trec'h Richarzh Iañ a Vro-Saoz war Saladin.

An emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas arme ar groazidi e-tal Arsuf, Saladin a reas sin da dagañ hag ar varc'heien durk, 30 000 anezho, a enkelc'hias marc'heien Richarzh Kalon Leon hag a dennas biroù warne. Marc'heien Richarzh Kalon Leon, difennet gant o harnez, ne oant ket bet gloazet kalz, met ur bochad roñseed a oa bet lazhet. E-pad un amzer, tud Richarzh Kalon Leon o doa kredet en ur wallreuz heñvel ouzh hini Hattin. Mes Richarzh a lakaas e varregezh bellour. Eñ a roas urzh d'an ospitalerien ag ar ward a-dreñv da dec'hel koust pe goust, ha degemer e-pad un amzer un emzalc'h difenn, hag a zifenn d'ar varc'heien heuliañ an Durked, e klask o teknik tec'h boudañ. Gant ampartiz, ar banerion biroù Richard a re bokad koladennoù da mac'heger Saladin. Mes èl ar gristenien na c'hel ket dec'hel didermen hag ar goladennoù a zastum, Richard Kalon Leon a grog da lak ur garg evit enkelc'hian an durked evit en distrujañ. En achumant ar brezel, Saladin a adolpa e arme, d'an niver 20 000.