Eleonore von Österreich (1653-1697)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eleonore von Österreich (1653-1697)

Eleonora Aostria, pe Eleonore von Österreich (13 a viz Mae 1653 e Regensburg-17 a viz Kerzu 1697 e Vienna), a oa merc'h d'an Impalaer Santel Ferdinand III ha da Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers.

He buhez[kemmañ]

Rouanez Pologn[kemmañ]

Eleonore von Österreich
Michał Wiśniowiecki
Karl V LoreN
Arched Eleonore von Österreich, Vienna, Aostria.

Goude ur bugaleaj sioul en un tiegezh karantezus e voe dimezet da 17 vloaz, evel ma oa ar boaz, hervez ezhommoù politikerezh an Impalaeriezh santel. Michał Wiśniowiecki, e oa ar pried dibabet. Hennezh a oa Roue Pologn ha Lituania. D'ar 27 a viz C'hwevrer 1670 e voe graet an eured, e manati Jasna Góra.

E Varsovia edo o chom, met ne c'hallas ket en em glevout gant he gwaz a oa lonker daonet, dic'houest d'ober bugale a-hervez, ha bugel ebet n'he doe.

Tri bloaz goude, e 1673, e varvas ar pried mezvier. Daou vloaz e c'hortozas an intañvez yaouank a-raok distreiñ d'he bro, da Vienna. Koulskoude a-hed he buhez e voe graet rouanez Pologn anezhi.

Dugez Loren ha Bar[kemmañ]

Pa voe distro da lez he bugaleaj en em gavas gant gwellañ mignon he breur impalaer, Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel. Hennezh a oa niz ha pennhêr Dug Loren ha Bar, Karl V Loren, hag a oa en harlu abalamour ma oa bet aloubet e vro dizalc'h gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV. Karantez a savas etre an daou zen yaouank. Siwazh, penaos e c'hallje ur paourkaezh dug yaouank dizouar dimeziñ d'un arc'hdugez, rouanez ouzhpenn-se, c'hoar d'an Impalaer war ar marc'had?

Dimezioù[kemmañ]

Dimezet e voe div wech:

Goude marv ar roue d'an 10 a viz Du 1673 ha goude ma voe dilennet e warlerc'hiad, Johann III Sobieski, e tistroas Eleonore da Aostria.

He marv[kemmañ]