Trevreizhad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un unanenn naturel o strollañ asambles plantennoù, anevaled, mikrobed o labourat asambles gant elfennoù fizikel nann-bev an endro. Pa vez labouret war an drevoniezh e vez termenet an trevreizhad evel un teskad gant ur gumuniezh boudoù bev (pe biossenos) ennañ hag he endro douaroniezhel hag aergelc’hel (ar biotop). An elfennoù e-barzh un trevreizhad bennak a ziorren ur rouedad etredalc'hiat, sed pezh a lak ar vuhez da chom ha da vont war-raok. Ar c’heñver etre buhezgelc’h hag trevgelc’h zo heñvel d'an hini a zo etre kumuniezh ha trevreizhad. -->Emañ ar vuhezgelc'h d'an trevgelc’h e-giz emañ ar gumuniezh buhezhoniel d'an trevreizhad.
An trevreizhad zo ur reizhad naturel hag ez a war stabilaat. Komzet e vez a "bri trevvael" pa zistro ur reizhad bennak d'ur stad nebeutoc'h stabil.
E-barzh an trevreizhadoù zo kenstrolladoù gouennoù kemplezh pe gemplezhoc'h. En em glevout a ra darn vrasañ ar skiantourion evit lârout ez eus ouzhpenn 50% a blant hag a loened an Douar e-barzh koadoù an drovan. E-barzh ar re-se n'eus ket bet kalz a argemmadoù-amzer a-hed an amzer, setu dres ar pezh en deus kevaraezet d'ar plant ha d'al loened da zerc'hel o emdroiñ e-pad ur prantad hir a-walc'h.
[kemmañ] Dre vras
Un trevreizhad a zo ur reizhiad naturel o strollañ an holl blantennoù, anevaled, mikrobed en ul lec'h o labour asambles gant an elfennoù nann-bevel en endro.
E 1930 e voe ijinet ar ger ekosistem gant Roy Clapham da livañ elfennoù fizikel ha bevoniel un endro gwelet evel un unannenn. An ekologour Arthur Tansley a spisaas ar ger diwezhatoc'h en ul livañ anezhañ evel ur reizhad etreoberiant savet etre biocenosis ha ar biotop