Biotop

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur biotop a zo un dachenn gant kondisionoù añvironamantal (fizik) uniform, o roiñ habitat (pe habitachoù) d'ur rummad plant ha loened bennaked. Komprened er mod-se, "biotop" hag "ekosistem" a vefe heñvel-rik ô ster. Memes-trà e kaver ekolojisted-so hag a limit ster ar ger "biotop", da c'holoiñ faktorioù añvironamantal fizik hepken ; setu e sinifife dre vras : habitat ur gumuniezh-organismoù bennaked. Setu un espes so ur serten habitat eviti, met ar rummad-espesoù o partajiñ un ekosistem gant an espes-se, a bartaj neuze ur biotop. Memes-mod e-gis emañ un habitat war lec'h ma kaver ur serten espes ennañ, e vo ur biotop ar lec'h ma kaver ur serten kumunïezh violojik (pe viossenos) ennañ.

Ijined eo bet ar gomz "biotop" gant Arthur Tansley.

Arabat drougveskañ "biotop" gant biom.

Aquarium biotop[kemmañ]

Ar ger "biotop" a zo implijet ivez gant an dud o sevel pesked-aquarium, da zeskrivañ un doare da renkañ un aquarium à-benn drevesañ habitat naturel pesked so. Da gompren : reproduiñ kondisionoù hag espesoù (kenkoulz pesked ha plant) a-benn represantiñ ur serten biotop gwirion.