Edvard Eriksen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Edvard Johannes Eriksen (10 a viz Meurzh 1876 e Kopenhagen - 12 a viz Gouere 1959) a or ur c'hizeller islandat ha danat, brudet evel kizeller Ar vorganez vihan (1913).

E 1902 e tiskouezas e oberennoù e Charlottenborg e 1902 hag e 1908 e voe lakaet da gelenner a enor en Akademiezh Carrara (Italia) e 1908.

Laouer marmor en iliz-veur Roskilde

Ouzhpenn Ar vorganez vihan e kizellas teir delwenn laouer marmor Christian IX Danmark ha Louise von Hesse-Kassel en iliz-veur Roskilde. Etre 1914 ha 1917 e padas al labour-se.

Talbennoù norzh ha su Ny Carlsberg Glyptotek a voe kinklet gantañ ivez, gant arouezioù krag kizellet.

E 1930 e labouras evel renevezer e mirdi Thorvaldsen ha degemeret e voe en urzh Dannebrog.