Dysnomia (loarenn)

Eus Wikipedia

Dysnomia, eus hec'h anv ofisiel (136199) Eris I Dysnomia a zo ul loarenn eus ar blanedenn gorr Eris. Dizoloet e oa bet e 2005 gant Mike Brown. Diwar anv merc’h Eris e teu hec'h anv, ar pezh a dalv direolded, direizhded.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

60 gwech disteroc’h eo lugern Dysnomia eget hini Eris. E-se e c'heller soñjal eo 350 km he zreuzkiz, an eizhvedenn eus hini ar blanedenn gorr m’emañ o treiñ en-dro dezhi.

30 000 km bennak eo he c'helc'htro, gant ur prantad a 14 devezh.