Dryslwyn

Eus Wikipedia

Dryslwyn zo ur gêriadenn eus Kembre, e-kreiz Sir Gaerfyrddin. Emañ war lez ar stêr Tywi, hanter-hent etre Caerfyrddin er c'hornôg ha Llandeilo er reter.

War un dorgenn e-kichen ar gêriadenn emañ dismantroù Kastell Dryslwyn, ma oa gwechall lez priñsed Deheubarth. Savet e voe ar c'hastell kentañ gant Rhys Gryg, unan eus mibien Rhys ap Gruffudd, er bloavezhioù 1220.